An National Security Act of 1947 a voe un adaozadur veur eus nerzhioù lu ha spiañ Stadoù-Unanet Amerika goude an Eil Brezel-bed. Darn eus aktaoù al lezenn a voe lakaet da dalvezout adalek an 18 a viz Gwengolo 1947, un devezh goude ma voe lakaet e post James Forrestal evel kentañ ministr an Difenn gant Sened ar vro.
An akta a gendeuzas Departamant ar Brezel (adanvet Department of the Army) ha Departamant ar Morlu en National Military Establishment (NME), renet gant ministr an Difenn.
Krouet e oa ivez Departamant an Aerlu hag an United States Air Force. Rannet e oa neuze nerzhioù nij an Army Air Forces diouzh re an aerlu. Gwarezet e voe Korfad an US Marine Corps evel ur skourr emren met suj da Zepartamant ar Morlu.
Ouzhpenn da adaozadur an nerzhioù milourel, an National Security Act of 1947 a grouas an United States National Security Council hag ar Central Intelligence Agency (CIA), ar c'hentañ ajañs spiañ stadunanat nann milourel ha krouet en ur mare a peoc'h.